• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Mirdi an Arzoù-kaer

Mirdi an Arzoù-kaer, diazezet e kreiz-kêr, zo e-touez ar mirdioù pennañ e rannvroioù Frañs.

En dastumad livadurioù kozh e kaver lod eus skolioù an Norzh (Van Haarlem, Rubens, Van Mol, Grebber, h.a...), eus ar skol italian, a live uhel met n’eo ket ken unvan (Bartolo di Fredi, dell'Abate, Reni, Solimena...), eus ar skol c’hall, puilh-kenañ evit an XVIIIvet hag an XIXvet kantved (Boucher, Fragonard, Robert, Meynier, Chassériau, Corot, Boudin, ha kement zo...).

An dalc’had livadurioù awenet gant Breizh (Luminais, Breton, Gudin, Leleux, Dargent, Gwilhoù...) zo unan eus perzhioù kreñv dastumad Kemper. Skol Pont-Aven (Gauguin, Bernard, Sérusier, Maufra, Moret, h.a.) zo unan eus pinvidigezhioù ar mirdi. Evit echuñ an dastumad livadurioù e kaver oberennoù eus an XXvet kantved, adalek Marquet, Simon, Vallotton betek Tal-Coat, Asse, Maneissier pe Dilaser.

Rentañ a reer enor da Vax Jacob, bet ganet e Kemper, a-hend- all. Eno e oa bet o chom ingal. Skeudennaouet eo e vuhez gant tresadennoù, livadurioù gouach, kizelladurioù ha teulioù a bep seurt (Picasso, Cocteau, Laurens, h.a...), hag ivez gant oberennoù diwar zorn e vignoned Moulin, de Belay, Caveng pe Leonardi.

Kinniget e vez ingal gant ar mirdi diskouezadegoù berrbad, gweladennoù displeget (hollek pe tematek), atalieroù evit ar vugale e-pad ar vakañsoù. Ur programm a c’haller kaout er mirdi pe dre lizher.

Un tamm istor

Al labourioù bras evit reneveziñ hag astenn ar mirdi (gant an tisasour Jean-Paul Philippon) a oa bet graet etre 1991 ha 1993. Ganto e oa bet gallet adsevel kinkladur Lemordant (1905-1909) evit sal-debriñ Ostel ar C'hleze e Kemper.

Krouet e oa bet ar mirdi e 1864, goude ma oa bet legadet un dastumad bras-kenañ a livadurioù hag a dresadennoù da Gemper, e gêr c’henidik, gant Jean-Marie Silgi. Goulennet krenn en doa ar mesen, a oa perc’henn war an dastumad bras-se, e vije savet ur mirdi evit degemer e zastumad. Savet e oa bet ar mirdi diwar dresoù an tisavour Joseph Bigot, ha digoret e voe e 1872. Kresket eo bet an dastumad a-hed ar bloavezhioù gant donezonoù, legadoù, prenadennoù ha fiziadennoù.

Mareoù hag eurioù digeriñ

- Gwengolo-Here hag Ebrel-Mae-Mezheven : bemdez nemet da Veurzh eus 9e30 da 12e hag eus 2e da 6e
- Eus miz Du da viz Meurzh : bemdez nemet da Veurzh ha d’ar Sul vintin eus 9e30 da 12e hag eus 2e da 5e30
- Gouere-Eost : digor bemdez eus 10e da 6e
Serr d’ar 1añ a viz Mae, d’ar 1añ ha d’an 11 a viz Du, d’ar 25 a viz Kerzu ha d’ar 1añ a viz Genver.

Prizioù

Hiniennoù

Bilhedoù :

- Priz leun : 5 €
- Priz digresket: 2,50 € evit an dud yaouank hag evit ar studierien dindan 26 vloaz.
- Digoust : evit ar re yaouank dindan 12 vloaz, ar glaskerien labour, ar studierien war an arzoù, Mignoned ar mirdi hag evit an holl da Sul goude merenn etre ar 1 a viz Du hag an 31 a viz Meurzh.
- Pass Kemper : 10 €

Gant un treziad mat evit 1 den pe 2, evit ur bloavezh, e c’haller gweladenniñ kêr gant prizioù digresket en ur zibab peder gweladenn e-touez ar re a vez kinniget e Mirdi an Arzoù-kaer, Mirdi breizhek an departamant, ar C’harter/Kreizenn arzoù a vremañ, ar feilhañserezhioù HB Henriot hag ur weladenn evit ober anaoudegezh gant glad Kemper.

Gweladennoù ha prezegennoù :

Gwelet diskouezadegoù berrbad, dastumadoù pad, gweladennoù-prezegennoù er mirdi, gweladennoù graet asambles gant ar C’harter.
- Priz leun : 6,50 €
- Priz digresket (evit ar re dindan 12 vloaz, ar glaskerien labour, ar studierien, Mignoned ar mirdi) : 3,50 €

Strolladoù oadourien

Adalek 15 den. Mirout e blasoù dre ret.
Gweladennoù hoc’h-unan : 2,50 € dre zen
Gweladennoù heñchet : 5,70 € dre zen
Kinnig a ra ar Mirdi gweladennoù « diouzh ar moull » eus e zastumadoù ha diskouezadegoù berrbad, dipleget gant un heñcher-prezeger aotreet. E brezhoneg, e saozneg, en alamaneg, e spagnoleg hag en italianeg e c’haller displegañ ar gweladennoù. Pad : 1e30

Mirdi Arzoù-kaer Kemper

40 plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
Pgz 02 98 95 45 20
Plr 02 98 95 87 50
musee@quimper.bzh