• Brezhoneg
  • Brezhoneg

C’hoariva Kerne – Leurenn vroadel

Labelaet eo C’hoariva Kerne Leurenn vroadel abaoe 1994 ha Kreizenn krouiñ sonerezh abaoe 2005.

Aozañ a ra ouzhpenn 80 arvest bep bloaz evit tost da 50 000 a dud, forzh peseurt abadenn a vefe, gant-se e ra C’hoariva Kerne – Leurenn vroadel Kemper berzh bras a vloaz da vloaz abaoe m’eo bet savet.

Degemer a ra sonaozourien, kanerien ha sonerien en annez. Produiñ ha kenbroduiñ a ra arvestoù sonerezh a vez lakaet da dreiñ goude bezañ bet krouet e Kemper, evit degas danvez nevez da bed ar sonerezh e Frañs hag e lec’h all ivez.

C’hoariva lourennek, c’hoariva sonerezh, kenlabour gant sonaozourien, kanerien ha sonerien, lazoù-seniñ, sonerezh a vremañ pe hengounel… evit kas an holl zoareoù sonerezh-se war-raok, ha sikour an arzourien a zo stag outo, ez eus eus ar Greizenn krouiñ sonerezh.

E Frañs n’eus ket nemeur a c’hoarivaoù ma c’haller gwelet e-giz-se, bep bloaz, kement a abadennoù gouestlet d’an arvestoù sonerezh mod nevez. Gant ur bern arvestoù sonerezh a galite hag a gav o flas da vat en obererezhioù al Leurenn Vroadel, gant an arvesterien hag a chom feal a vloaz da vloaz, eo deuet politikerezh Kemper war an dachenn-se da vezañ unan eus an obererezhioù sonerezh pouezusañ e Frañs.

Skoazellet eo C’hoariva Kerne gant Kêr Gemper, ar Stad (Ministrerezh ar sevenadur hag ar c’hehentiñ - Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel evit Breizh), Kuzul-departamant Penn-ar-Bed.

C’hoariva Kerne

1, reper François Mitterrand
29337 Kemper cedex
Degemer/Bilhedoù : 02.98.55.98.55, du lundi au vendredi de 13h30 à 19h.
Renerezh/Melestradurezh : 02.98.55.98.98
Darempredoù gant an arvesterien/Brudañ : 02.98.55.98.50
Teknik : 02.98.55.98.63
Pelleiler : 02.98.55.98.99

Evit gouzout hiroc’h it e-barzh lec’hienn C’hoariva Kerne.