Ar straed ma vez graet ar muiañ a genwerzh e Kemper eo bet straed ar Gereon a-holl-viskoazh. Dont a ra hec’h anv eus korfuniad ar gereon hag ar votaouerien a laboure hag a werzhe lêr enni.
Er Grennamzer e kase an hent pennañ strizh-se eus ar Blasenn Sant-Kaourantin d’ul lec’h ledanoc’h e kroashent ar straedoù Sant-Frañsez hag ar Stalioù-kig : ar Blasenn Maubert, anvet ivez Plasenn al Louzoù, plasenn al legumaj. Ac’halese e tiskenn ar straed betek ar Pont Medard a dremen dreist ar stêr Deir. Ar savadur-se, a oa ur pont-gwint gwechall, a dalveze da liammañ al lodenn eus kêr a oa e dalc’h an eskopti, penn-da-benn straed ar Gereon, ha fabourzh an dug en tu all.
Hiziv eo deuet da vezañ ur straed-kerzhet gant savadurioù liesseurt-kenañ a-bep-eil : tiez o bannoù koad e-kichen tiez-lojañ gant mein greunit bras, savet diwezhatoc’h, goude ma oa bet rediet da sevel tiez gant an dafar-se da-heul tan-gwall bras miz Mezheven 1762 a grogas el lodenn reter eus ar straed hag a zistrujas kalz a diez.
Goude ar gwallzarvourd-se e oa bet karget an ijinour Gilles ANDRE gant an Ti-kêr e 1764 da sevel un tres kêraozerezh kentañ. Ar pal a oa kemmañ hentad straed ar Gereon peurgetket, ha linennañ an talbennoù nevez e maen. Abalamour d’an Dispac’h Bras ne voe ket kaset al labour da benn.
Miret eo bet, evit darn, hoal ar straed-se evel ma oa gwechall neuze. Hiziv e vez rummet, miret ha renevezet an tiez-lojañ kozh. Gant ar politikerezh zo renet evit broudañ an dud da gempenn an talbennoù e c’haller adwelet ar bannoù koad liesliv ha saouriñ ouzh kaerderioù an testenioù-se eus an Istor.