Palez an eskibien e oa annez pennañ eskob Kerne (zo deuet da vezañ eskob Kemper ha Leon abaoe an Dispac’h Bras). Aotrou kêr-gloz Kemper e oa hennezh ivez. An eskibien, an eil war-lerc’h egile, o doa graet diouzh o gwellañ evit brasaat, reneveziñ pe adsevel ar Palez, betek kreiz ar c’hantved tremen.
Ar savadur, stok ouzh iliz-veur Sant-Kaourantin, a c’hoarvez, hervez ur stumm a-skouer, eus div gazel a bep tu d’un tour-skalieroù kinklet e giz an Azginivelezh, a voe savet e 1507. E 1647 e voe echuet ar gazel a-hed straed ar Roue Grallon, a yeer drezi e porzh ar Mirdi. An hini a-hed an Oded, hag a oa bet savet e 1776, a voe adaozet e 1866. En hevelep mare e voe lakaet sevel elfennoù ur c’hloastr kempennet evel unan nevezc’hotek.
Staliet eo degemerva mirdi breizhek an departamant e kegin gozh ar Palez. Mont a ra d’ober ul lodenn eus adraoñ ar gazel a voe savet e 1645 gant an tisavour kemperat Bertrand Moussin. En ur stil klasel diglink-kenañ e voe savet an ti-se. Kavet e vez skouerioù all, disteroc’h, en trowardroioù e Bro-Gerne (Lokorn, Pont-‘n-Abad…).
Emañ ar gazel-se el lec’h ma oa ar palez kozh, bet savet er XVvet kantved gant an eskob Beltram Rosmadeg, ha bet distrujet e 1595 gant un tan-gwall, da vare brezelioù ar C’hevre. Gwastet e voe d’he zro gant an tan-gwall e 1939 ha distrujet e voe al lambrusk a ginkle an estajoù hag al livadurioù a oa en estajoù. Ar gegin avat zo chomet er stad ma oa en deroù.
Bodet eo ar frammoù a dalveze da geginañ e lodenn norzh ar pezh : oaled vras, forn ha tommer-pladoù. Gant ar puñs e c’halle ar vevelien tennañ dour war-eeun er gegin. Er voger e-tal an oaled ez eus div zorig uhel ha gwechall e c’halled mont drezo, en ur bignat gant diri, betek an adkegin uhel.
En XIXvet kantved e oa dispartiet ar pezh bras-se e meur a gorn bihan e-lec’h m’en em gave kambroù ar vevelien peurgetket.
En estaj an hevelep savadur e oa, er XVIIvet hag en XXIIIvet kantved, ranndioù an Eskob, a-raok ma voent kaset gant an Aotrou Konen Sant-Luk d’ar salioù nevez lambrusket a oa er gazel su, pa voent terket e fin an XVIIIvet kantved. Goloet e oa ar mogerioù gant lambruskoù uhel gant tri live bannoù, ma veze gwelet er panelloù poltredoù eskibien Kerne, bet livet gant ar Gwenedad Vincent Lhermitais e 1745. Da vare an Dispac’h Bras e voe gwerzhet Palez an eskibien evel mad broadel d’un tavarnour. En ur sal dañs e voe troet ar pezh-se : neuze e voe goloet poltredoù an eskibien gant taolennoù, bet livet gant François Valentin, o tiskouez Apollon hag ar muzed. Distrujet e voe ar c’hinkladur-se gant un tan-gwall e 1939.
Ar sal-mañ eo an hini a voe treuzfurmet ar muiañ e-kerzh an daou gantved tremenet. Enni ez eus ur sel « giz Bro-C’hall », a c’hoarvez eus treustoù kizellet ha sourinoù gant moulladurioù, peus ar mare ma oa bet savet an ti e deroù ar XVIvet kantved. Eus ar mare-se ivez, war a seblant, eo an dornenskrivadurioù gant glaou hag un tamm ger-ardamez (ne c’haller ket gwelet anezho hiziv an deiz ken).
E 1989 e voe lakaet war wel ur c’hinkladur bras livet dre zistremp war indu, a oa kuzhet gant lambruskoù eus ar c’hantved tremenet. Ar c’hinkladur trell-lagad-se, bet graet war-dro 1700 moarvat, zo tres lambruskoù warnañ ha gantañ eo rannet mogerioù ar pezh e panelloù ha bannoù, dispartiet gant pileroù ionek. An elfennoù tres bleunioù warno a stumm garlantezioù ha bokedoù. N’ouzer ket da betra e talveze ar pezh-se pa oa bet graet ar c’hinkladur-se, dibar e Breizh. Goloet e oa bet ar c’hinkladur disakr-se adalek an XVIIIvet kantved, war a seblant, pa voe kaset chapel ar Palez di.
Tour koshañ ar savadur eo an tour-skalieroù-se. Savet e voe e 1507 gant Klaoda Roc’han, un eskob gwall dizhet gant ar follentez met ganet en ur familh c’halloudus a oa nes da zug Breizh.
Eus an diavaez e vezer sebezet gant an tour serzh ha mistr-se, un efed kreñvaet gant kinkladur flammek ar prenestroù hag ar siminal. Rannet eo e div lodenn gant balegoù-tarzhell faos zo kinklet gant maskaronoù, loened ha delioù kizellet. Fichet eo ar prenestroù gant trolinennoù damblaen-begek lakaet war lostoù-gwareg kizellet o tiskouez, evit an darn vrasañ anezho, ardamezoù an eskob douget gant un ael.
An daou zigor en adraoñ a gase da zaou drepas : a-zehou, an hini evit ar servij, gant daroù eeun war al leur ; a-gleiz, an antre ofisiel, gant ur c’harrelladur kempenn hag ur skaon evit an dud a c’hortoze bezañ degemeret gant an eskob.
Kemm zo etre diabarzh diglink ar skalier ha diavaez pompadus an tour. N’eus nemet ar pondalezioù zo bet kaeraet gant gwaregadegoù gotek. Echuiñ a ra ar viñs gant ul lambrusk lorc’hus kizellet, e " palmez ".
Goloadur koad derv ar viñs, bet graet pa oa bet echuet sevel an ti e 1507, zo unan eus elfennoù kinklañ pouezusañ ar Palez. Ar framm-se, « e palmez » e-giz ma vez lavaret, a oa livet en deroù moarvat. Bez’ eo ur sel kelc’hiek ha dispartiet eo ar sabler e peder lodenn warn-ugent gant sourinoù o roudennañ tro-war-dro. Harpet eo an hollad, er c’hreiz, gant ur golonenn gwedennet fichet gant arouez ardamezioù ar Roc’haned (maklennoù : romboù kleuzet) hag erminig Breizh. Ar bardelloù e koad zo kinklet gant " plegoù servietennoù " warnañ.
Dre ar pondalez e c’haller mont, gant un viñs vihan, betek daou bezh uhel a dalveze, er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved, da salioù dielloù. Ne c’haller ket gweladenniñ anezho abalamour d’ar rediennoù surentez.
Kempennet e voe al lojeiz-se e dibenn an XVIIIvet kantved. E 1775-1776 e roas an Aotrou Konen Sant-Luk urzh da sevel kazel su ar Palez, a oa eus ar XVIvet kantved. Al labourioù, renet gant Eugène Bigot (tad an tisavour Joseph Bigot, adnevezet gantañ ar savadur er c’hantved war-lerc’h hag aozet gantañ korzennoù iliz-veur Sant-Kaourantin), a oa bet kaset da benn en ur stil diginkl-kenañ, ar pezh na veze ket sevenet nemeur e Penn-ar-Bed.
En e vog e oa ar stil-se avat er peurrest eus Frañs neuze. An talbenn su, a-us an Oded, zo harpet war gwaregoù-bolz toullet e ramparzhioù kêr. Diskouez mat a ra pegen klasel eo doare ar savadur, gant un diouer a ginkladur pe dost, dastroc’het en e hed gant an digoroù nemetken. En estaj kentañ e oa bet graet an traoù war un ton brasoc’h, gant ur vardell vistr e houarn goveliet, a dalvoudeka an estaj-se.
En diabarzh ez eo an estaj kentañ zo bet kinklet ar c’haerañ ivez. Kempennet ez eus bet pezhioù lambrusket a-steudadoù. E pep pezh ez eus ul lambrusk daou live hag ur plañchod kempenn-kenañ, giz " Versailhez ". An hollad a yae d’ober, adalek 1776, heuliad kambroù pennañ ar Palez hag a zleje reiñ bod da lojeiz an eskob.