Amsklaer e chom istor orin ar mogerioù-kreñv, evel ma’z eo istor kêr. Ne oa gronnet nemet trowardroioù an iliz-veur (Tour ar C’hastell) gant ar voger-dro gentañ na oa ket gwall vras. Moarvat ne oa anezhi nemet peulgaeoù gant un nebeud dorioù-kuzh. En em astenn a rae er reter war-du kember an Oded hag ar Froud. Er c’hornôg ne oa nemet ul lodenn eus straed ar Gereon hag eus straed ar Geoded a oa e-barzh ar voger-dro. Dor bennañ straed ar Gereon, anvet Porzh Maen, zo ur gedig a-us dezhi. Bez’ ez eus un eil digor e straed ar Geoded.
Er XIVvet kantved e oa bet kuitaet gant kêr he skrin eus ar Grennamzer. Deuet e oa ur ramparzh maen, gant balegoù-tarzhell, e-lec’h ar voger-dro gentañ, dindan ren an duged Yann Iañ ar Rouz (1237-1286) ha Yann II (1286-1305). Klozet e oa kêr gozh Kemper gant 1500 metr a vogerioù douret gant ar Froud, an Oded hag ar Stêr Deir. En norzh, douvezioù ur pemzek metr bennak ledander a wareze ar ramparzhioù diouzh an argadennoù a zeue eus an douar. Gwarezet e oa ar mogerioù-uhel-se gant tourioù-difenn lakaet amañ hag ahont. An hini brasañ anezho, an Tourbi pe tour Bihan pe tour Bizien, a dalveze ivez da lojeiz da ouarnour ar c’hreñvlec’h betek ar 16vet kantved. Triwec’h metr e oa e dreuzkiz, ha betek pevar metr ledander e oa e vogerioù. Ne chom nemet un tour hiziv an deiz : an tour Neved. Anat eo warnañ ez eo eus ar XIVvet hag eus ar XVvet kantved. Toullet e oa bet div darzhell en e lodenn izelañ er pemzekvet kantved evit reizhañ ar savadur diouzh araokadennoù ar c’hanolioù. Gantañ e c’haller ijinañ pegen bras e oa ar mogerioù-kreñv aet da get en deiz hiziv.
Koulskoude e chom darnoù eus ar ramparzhioù kozh. Ul lodenn, bordet gant an Oded gwechall, en em astenn eus an eskopti kozh betek al lec’h ma oa an tour Pennalenn en e sav. E straed Juniville e oa bet talvoudekaet ur pennad-moger all pa oa bet toullet ar straed. War-dro straed an Douvezioù ez eus un tamm ramparzh a bep tu da dour-difenn diwezhañ kêr. Ul lodenn vras all eus ar ramparzhioù a dalvez da glozañ ar skolaj an Tour d'Auvergne a sko war blasenn an Tourbi. Erfin, a-hed ar Picheri, e c’hall ar bourmenerien gwelet un nebeud mogerennoù zo bet savet tiez-annez warno.
Dre c’hwec’h dor kreñvaet e c’halle an den mont e kêr. Tost d’an Tourbi e oa un nor gant ur pont-gwint ma veze degemeret ar veajourien a zeue eus Brieg, Kastellin pe Brest. Klokaet e oa ar savadur-se gant porzhioù Santez Katell, Sant Frañsez, Medard, Sant-Anton hag ar Rakkêr . D’ar mareoù freuz ne c’halled mont nemet dre borzhioù Medard ha Santez Katell. Homañ ziwezhañ e oa an hini veurdezusañ, moarvat, gant he font-gwint sterniet gant daou dour bras. Difennet e oa porzh Medard gant ur pont-gwint ha div gloued. Tost d’al lec’h ma oa ez eus ur gedig korbellek mistr en deiz hiziv.
E kember an Oded hag ar Stêr Deir e oa ur c’hastellig dugel en e sav hag a skoe war naozioù an div stêr. Un toullad darvoudoù a oa bet pa oad o sevel anezhañ. E 1209-1210, Gwion Thouars, pried an dugez Konstanza Vreizh, a grogas da sevel un ti kreñvaet war douaroù a oa e dalc’h an eskob. Fuloret-ruz e oa bet an eskob, hag eñ ha lakaat berz war douar an dug. Distrujet e voe ar savadur a-benn ar fin. Daou gantved diwezhatoc’h (1399) e klaskas ivez Janed Navarra, intañvez Yann IV, lakaat sevel ur c’hreñvlec’h er memes lec’h. Eskumunuget e voe ofiserien an dug gant an eskob, ha hennezh da lakaat berz war an eskopti a-bezh. Torret e voe ar chanter ur wech c’hoazh. Betek ar pab e voe kaset an afer zoken, hep disoc’h ebet. E 1452 e kendalc’has an Dug Pêr II gant al labourioù da sevel ar c’hreñvlec’h daoust da eneberezh an eskob. Goude ma voe klasket kompezañ an traoù meur a wech e voe anzavet d’an dug, a-benn ar fin, ar gwir da sevel mogerennoù. E 1453 e voe echuet kastell an dug, anvet ivez “kastellig”, ha gouestlañ a reas an dug ratreañ ivez ar voger-dro a ginnige kouezhañ en he foull da neuze.