An henamzer, amzer ar mojennoù, Grallon, sant Kaourantin ha diazezadur Kemper...
Diskouezet eo bet gant an enklaskoù henoniel e oa bet annezet a-holl-viskoazh Kemper hag he zrowardroioù. Abalamour da bodoù eus an Neolitik pe da aspadennoù un daol-vaen e ouzer e oa tud eno er VIvet hag en IIIe kantved a-raok J-K. Dilerc’hiadoù meur a savadur ardilh kelc’hiet gant peulgaeoù, dinoù ha roudoù artizanerezh a brou e oa bet un annez war ar maez e-kerzh oadvezh an houarn ha mare ar C’halianed.
Diazezet e voe ur gêrig-porzh war c’hlannoù an Oded el lec’h m’emañ karter Lokmaria bremañ, e kentañ kantved hon amzervezh. Tennañ a rae ar gêr c’halian-ha-roman he mad eus ar mor a sav en aber ar stêr evit diorren ar c’henwerzh. Liammet e oa an emporion bihan-se gant hentoù ouzh Gwened, ouzh ar Vro Vigoudenn pe ouzh Karaez, kêr-benn an Osismied. A-us Lokmaria e roe bod Menez Fruji da demploù ha d’ur vered-veur enni meur a gant bez. En trowardroioù e kaved kenkizoù cheuc’h e-kichen mereurioù ardilh kelc’hiet gant peulgaeoù.
Dilezet e voe ar porzhig-kenwerzh pinvidik-se war-dro fin an IIIe kantved, pa voe skoet Impalaeriezh Roma gant un enkadenn.
E penn kentañ istor Kemper e kemmesk ar mojennoù gant an nebeud danevelloù istorel eus an amzer-hont. Buhez sant Kaourantin, eus 1235, a gont penaos e oa bet diazezet kêr gant Grallon war-dro ar Vvet pe ar VIvet kantved. Grallon, roue Kêr-Iz, en dije roet e gastell e kember an Oded d’ar penitiour Kaourantin evit sevel e iliz-veur. Dont a ra ar roue mojennel-se war wel ivez en eil levr Buhez latin Sant Wennole bet skrivet war-dro 880.
Grallon eo tudenn greiz mojenn Kêr-Iz, ur seurt Atlantis mod Breizh, en em goll hec’h orin en hengoun dre gomz ar Gelted. A-hed ar c’hantvedoù e oa bet piaouet ar vojenn-se gant ar gonterien hag ar skrivagnerien vreizhat, hag int ha pinvidikaat anezhi, ha krouiñ e-leizh a adstummoù anezhi hervez o faltazi.
Hervez an Istor e oa bet diazezet an eskopti da vare ar Garolingiz. Diskouezet eo bet gant ar furchadennoù henoniel e oa, e fin an Xvet kantved, ur gwir steuñv kêraozerezh frammet en-dro d’un iliz-veur romanek nevez.
Ur greizenn relijiel ha politikel war un dro e oa kêr, ha sachet e oa etre galloud an eskob ha hini an dug.
E « Douar an Iliz » e oa al lodenn eus kêr zo e-barzh ar ramparzhioù hag an dachenn zo en norzh dezho. Gant an eskob e oa ar memes galloudoù ha gant un aotrou laik : gallout a rae rentañ ar justis, kastizañ an dud ha sevel tailhoù diwar Gemperiz.
Embreger a rae an dug e c’halloud war Douar an dug, ur fabourzh o kreskiñ en tu-hont d’ar Stêr Deir, er c’hornôg d’ar ramparzhioù.
Ur pemzek hektar bennak a yae gant Kemper, gronnet gant ur voger-greñv 1500 m bordet gant ar Froud, an Oded hag ar Stêr Deir. E-tro 1450 e oa war-dro 4500 a dud o chom eno. Ur gêr e oa an dachenn-se evit un darn, met reiñ a rae bod ivez da barkeier, gwerjeoù ha liorzhoù en he lodenn uhelañ, hag el lodenn izelañ e kaved Palez an eskibien, tiez ar chalonied hag ar vourc’hizien. A-hed ar straedoùigoù kammigellek ha pavezet evit un darn e kaved tiez o frammoù koad heñvel ouzh ar re a weler bremañ e karter kozh Kemper.
Goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C’hall e 1532 e kendalc’has ar c’hevezerezh etre galloud an eskob ha hini an dug, en ur wanaat koulskoude. Dont a reas war wel un oligarkiezh gant noblañsoù izel ha bourc’hizien etre. Gant honnezh e vo pourchaset e-leizh a vezeien, a alvokaded pe a vartoloded evel an amiral Kergelenn. Gant ar familhoù bras-se e veze lakaet sevel osteloù prevez hag e veze prenet douaroù war ar maez.
E fin ar XVIIvet kantved e oa 9000 a annezidi e Kemper. Ne raed ket ken war-dro mogerioù-kreñv kêr, deuet da vezañ didalvoud evit ar soudarded. Tra ma veze difreget dorioù kreñvaet e saved pontoù nevez evit aesaat an tremenerezh. Met un aozadur dizurzh ha diyec’hed he doa bet kêr en hêrezh eus ar Grennamzer. E 1762 e oa bet drastet tiez koad straed ar Gereon gant an tan-gwall. Karget e oa bet an ijinour André d’ober un tres sevel nevez : reizhet en doa tres ar straed ha savet batisoù gant talbennoù maen.
Da-heul an Enepdisivoud e oa bet muioc’h-mui a urzhioù relijiel, ha dre se e voe savet e Kemper meur a savadur relijiel.
E miz Genver 1790 e oa bet lakaet Kemper da bennlec’h an departamant. Jozef ar Gwilhoù a Gerinkuñv a zeuas da vezañ ar maer kentañ.
Degemeret fall e oa bet al lezennoù nevez evit ar veleien gant Kemperiz, ha kalz a veleien didou a guitaas ar vro. Divodet e oa bet ar breuriezhoù relijiel e 1792. Un nebeud tiegezhioù prenerien a reas o mad eus gwerzh madoù ar gloer. Treuzfurmet e voe ar c’houentoù ha savadurioù all an urzhioù relijiel e kazarnioù, e prizonioù, pe lakaet e voent da reiñ bod da velestradurezhioù nevez.
E-pad ar Spont Bras e voe gwashaet dirollerezh an Dispac’h : lakaet e voe an hu war ar veleien didou, ur bern tud a voe harzet ha dibennet dirak an holl, drailhet e voe an iliz-veur hag an ilizoù, devet e voe delwennoù ha relegoù...
Goude freuz mare an Dispac’h e teuas ur mare pinvidik a-walc’h e-pad ar Goñsuliezh hag an Impalaeriezh. Un dra vat evit Kemper e voe blokus-mor Brest gant morlu Breizh-Veur. Ar porzh-kenwerzh bihan war an Oded a zeuas da vezañ ur sanailh evit ar morlu hag ar verdeadurezh kenwerzh. Met gant ar peoc’h e 1815 e voe lakaet un termen d’an oberiantiz fonnus-se.
C’hoant he doa bet Kemper da echuiñ gant ar framm eus ar Grennamzer a vire ouzh kêr da ziorren. Adterket e voe kreiz kêr evit ma vije aesoc’h mont di ha digeriñ straedoù nevez. Savet e voe ur c’hoc’hu nevez, er straed Sant Frañsez, el lec’h ma oa kouent ar Gordennerien. Mont a reas an ti-kêr d’ar blasenn Sant Kaourantin, en ostel prevez kozh Guernisac. Setu kêr digoroc’h hag aerietoc’h, kuitaet ganti korfkenn strizh ar Grennamzer, o’n em astenn war daou ribl an Oded.
Renevezet pe adsavet e voe ar savadurioù relijiel mazaouet da vare an Dispac’h. E 1857 e voe savet gant Joseph Bigot ar c’horzennoù evit tourioù an iliz-veur, a oa bet rummet monumant istorel e 1847. Kenderc’hel a reas ar savour e labour dre sevel mirdi an arzoù-kaer e 1872. E 1904 e voe savet ar c’hoariva Max Jacob.
Donedigezh an hent-houarn e 1864 a zegasas obererezhioù greantel nevez. Kavet e voe muioc’h a sav d’ar feilhañserezh. Greanterezhioù gounezvouederezh (friturioù, uzinoù skorn) hag embregerezhioù all a ziazezas e takadoù greanterezh nevez.
Evit enoriñ eñvor ar 556 a Gemperiz lazhet war dalbenn ar Brezel-bed Kentañ e lakaas kêr sevel ur c’hounlec’h e skalier a enor an ti-kêr. Taolennet ez eus emgannoù gant livadurioù Charles Godeby.
Etre an daou vrezel e voe savet lodennaouegoù nevez e-leizh. Karterioù evit micherourien, sko ouzh an takadoù greanterezh, a gaver e-kichen lodennaouegoù mistroc’h war ar c’haeoù pe e karter al Lez-varn. Gant an tisavour Olier Mordrel e voe empennet savadurioù gant ur stil dezho o-unan, graet gant danvezioù nevez. « Ty Kodak », ti ha stal al luc’hskeudennour Villard tost da geoded Kergelenn, zo un testeni eus e oberenn vodern ken-ha-ken.
Ac’hubet e oa bet Kemper gant an Alamaned d’an 18 a viz Mezheven 1940, ha daoust ma voe espernet kêr gant ar bombezadegoù, he doa bet da c’houzañv diwar an diouer a voued hag an dud harzet pe deportet. Pa glevas paotred ar strouezh e Breizh e oa bet un dilestradeg e Normandi, e voe dieubet kêr ganto d’an 8 a viz Eost 1944, goude emgannoù feuls.
War-lerc’h an Eil Brezel-bed e oa bet un enkadenn c’hrevus gant al lojeiz abalamour d’ar baby-boom.Ret e oa da Gempêr kavout tachennoù all da sevel tiez. E 1960 e oa bet kendeuzet an Erge-Vihan, Kerfeunteun, Penharz ha Kemper er memes hollad, Kemper vras, a reas da gêr Gemper dont da vezañ ur gwir veurgêr.
Kemper, 50 000 a annezidi enni hiviziken, a lakaas sevel kenstrolloù kendioù bras e karter Kervoezan. Muioc’h-mui a garterioù gant tiez bihan hag a dakadoù labourerezh a baotaas war lezioù kêr. Gant ar cheñchamantoù-se e voe reveulziet doare ar maezioù hag identelezh ar c’humunioù kozh diwar ar maez tro-war-dro.
Adalek 1960 e tiorroas an treuzdougen : toullet e voe hentoù nevez, krouet e voe hentoù-tro ha pontoù. Lakaet e voe ur rouedad busoù war-sav e kêr. Pelloc’h e vez darempredet Kemper gant kirri-nij bemdez adalek Pariz, an TTB hag an hent-tizh.
E 1962 e oa bet krouet takad greanterezh ar Redva-kezeg. Er bloavezhioù 90 e oa bet roet bod d’an teknopol Kemper Kerne gant tachad Krec’h Gwenn. Diorren a reas an deskadurezh uhel gant digoradur ar pol Pêr Jakez Helias e Skol-veur Breizh Izel (SBI) hag an ensavadur uhel war ar merañ diazad Azia Habask (ENUMA).
Kendalc’het e oa bet da strollañ kumunioù en takad kêrel gant krouidigezh Kemper Kumuniezh e 1993. Enni e kaver an Erge-Vras, Gwengad, Plogoneg ha Kemper. Ledanaet e voe c’hoazh gant emezeladur Ploneiz, Pluguen ha Ploveilh e 1997, ha goude-se gant hini Lokorn e 2011.