• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Glad

Al label kêr arz hag istor, Ar servij da vevaat ar glad, Un nebeud lec’hioù da weladenniñ...

Al label kêr arz hag istor

Al label « kêr arz hag istor » zo gant kêr Gemper abaoe 1989, ar bloavezh ma voe sinet an emglev kentañ savet asambles gant Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ.

Gant an emglev-se e vez roet ur framm d’an obererezhioù da vevaat ha da dalvoudekaat ar gladoù, lakaet ar palioù da dizhout ha resisaet an traoù a-fet an arc’hant.

Abaoe 1989 emañ Kemper e-barzh rouedad vroadel ar C’hêrioù hag ar Broioù arz hag istor. Gant ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ e vez roet al label-se, hag anavezet eo bet er mod-se pegen talvoudus eo glad kêr a-fet ar savadurioù, an istor hag ar sevenadur. Gwarantiñ a ra barregezh an heñcherien-prezegerien ha kalite oberoù servij ar glad.

Ar servij da vevaat ar glad

A-hed ar bloavezhioù ez eus bet savet ur skipailh evit lakaat an holl oberoù liammet ouzh al label da dalvezout : aozañ gweladennoù, lakaat war-sav raktresoù pedagogel, diskouezadegoù…

Ti ar glad

E krec’h plasenn an Amann Kozh en em ziskouez diskeud uhel an ostel lesanvet “ostel Boisbilly”. Dont a ra e anv eus ur chaloni, Jean-Jacques Archambault Provost de Boisbilly (1735-1786). Bez’ e oa doktor war an doueoniezh er Sorbonne, vikel vras en eskopti Roazhon, abad in commendam, er Granneg ha chaloni e Kemper. Perc’henn e oa war unan eus al levraouegoù gouiziekañ e Kemper, ha gantañ e oa bet savet un tres eus an iliz-veur e 1770, anezhañ unan eus ar mammennoù pouezusañ diwar-benn an iliz-veur a-raok an Dispac’h.

Ar monumant zo unan eus an nebeud skouerioù a ostelioù etre ur porzh hag ul liorzh e Kemper. En em astenn a ra betek chapel skolaj ar Jezuisted, ha kaer-kenañ eo ar gwel war kêr pa vezer ennañ. A-hend-all ez eus un toullad elfennoù glad eus ar c’hentañ gant an ti, da skouer un talbenn brav eus ar 17vet kantved gant ur rizenn dantelezet hag ur balkon gant un houarnaj eus an 18vet kantved. War an doenn e c’haller gwelet div sichenn siminal uhel e mein benet ha daou veg kandailh plom e stumm togennoù korintek. En diabarzh e c’haller gwelet c’hoazh koadajoù brav eus an 18vet kantved hag un oaled e marmor gwenn eus eil hanterenn an 18vet kantved. Bep bloaz e vez aozet gweladennoù er savadur-se e-pad trede dibenn-sizhun miz Gwengolo da-geñver Devezhioù ar Glad.

Abaoe miz Mezheven 2005 e ro bod an ostel prevez-se d’ar servij da vevaat ar savouriezh hag ar glad, ha deuet eo da vezañ evel-se « Ti ar Glad ». Aesoc’h eo mont en-dro ar servij, gant ur gorread ouzhpenn 200 m². Al lec’h ma loc’h ar gweladennoù heñchet eus kêr hag ul lec’h degemer evit ar skolidi eo ivez ar batis kaer-se eus ar XVIIvet kantved. Al lec’h meur-se eus savouriezh hag istor Kemper a vez lakaet da advevañ evel-se gant Ti ar Glad.

Goulennit ar programm

M’hoc’h eus c’hoant da resev dre bostel pe dre lizher hor programmoù gweladennoù, diskouezadegoù, raktresoù..., e c’hallit goulenn er chomlec’h-mañ marc.delalleau@quimper.bzh pe d’ar 02 98 95 52 48.

Servij da vevaat glad kêr Gemper
Ti ar Glad
5 straed ar Barzh Kadiou
29000 Kemper
Pgz 02.98.95.52.48
secretariat.patrimoine@quimper.bzh