Sikour a raio ar savadur nevez-se da reiñ talvoudegezh en-dro da holl garter ar Brovidañs. Pa vo echu, emichañs, e vo e darempred gant kêr a-bezh ha sachañ a raio muioc’h a dud pa vo treuzfurmet an hent-houarn kozh en un hent glas.
Guillaume Mengi, eilmaer karget eus ar c’hêraozañ, an endro bevañ, an hentoù, eus neveziñ kêr hag eus an takadoù glas.
E-barzh ar strategiezh kaset da benn gantañ evit e savadurioù, an ti-kêr en deus divizet sevel ur savadur melestradurel nevez e straed ar Brovidañs. Ennañ e vo bodet meur a servij eus kêr hag ar gumuniezh hag a zo dasparzhet bremañ e lec’hioù a bep seurt.
Ar pol sport, sevenadur, bugale ha deskadurezh hag ivez servijoù diorroadur kêr, ar parkañ ha gwir ar plasoù, dasparzhet bremañ e meur a lec’h (straed Verderell, straed Brest peurgetket) a vo lojet en ul lec’h hepken a-benn nebeut.
Gant dilojadeg an tri servij-se, ha goude-se gant hini renerezh ar reizhiadoù urzhiataerezh hag an dielloù-kêr, e vo diac’hubet takadoù a-leizh. Evel-se e c’hallor sevel lojeizoù nevez e-kreiz kêr ha digreskiñ koust mont en-dro ar gumun peurgetket.
Savet e vo ar savadur nevez e straed ar Brovidañs, e-kichen ar Cinéville. Prenet eo bet ar c’harrdi kirri kozh a zo eno gant Kêr kement ha ledanaat an dachenn ma vo ar savadur nevez.
Kreizenn ar servijoù publik, dezhi ur gorread plañchod 2100 m², war tri live, a zere mat ouzh mont en-dro ar servijoù a bep seurt hag ouzh ezhommoù ar c’hant gwazour bennak a zo enni. Degemet e vo an dud evel zo dleet. Savet e vo penn-da-benn diouzh ar reoladoù evit ma vo aes d’an dud dalc’het en o c’herzhed mont ha dont e-barzh.
Doujañ a raio ar savadur nevez-se, ouzhpenn, da erbedadennoù an RT2012 war dachenn an endro : arboellus e vo a-fet energiezh evit an tommañ, ar gwentañ, an aerreizhañ, ar produiñ dour tomm hag ar goulaouiñ.
Gant e zoare modern hag enframmet en e ardremez e kavo ar savadur-se e blas da vat e-kichen kreiz istorel Kemper.
Kemer a raio Ti ar servijoù publik e blas en ur c’harter a zo un doare dor da vont e kreiz-kêr ha degas a raio talvoudegezh dezhañ en-dro. Evit nevesaat kêr e reer labourioù er mare-mañ war ur pennad eus ar straed (eus kroashent-tro ar Gozhkêr betek ermaez parklec’h ar Cinéville). Kendalc’het e vo da adingalañ an hentoù goude-se evit disoc’hañ war un doare da adsevel penn-da-benn al lec’hioù-se hag a gas war-zu an Tog Ruz.
Emeur e-sell bremañ da dreuzfurmiñ an hent-houarn en un hent glas, e kenlabour gant ar C’huzul-departamant. A-benn ar fin e c’hallo an dud mont betek ar savadur-se hag ar Cinéville gant modoù mont-ha-dont dous eus Penharz ha Kerfeunteun ha liammet e vo gant ar pennad hent glas a gas war-zu Pluguen.
4,560 milion a euroioù PTM