Pascal Jaouen, ur broder entanet anezhañ, en doa krouet Skol ar Broderezh Arz e Kemper e 1995 evit treuzkas chemet ar glad-se hag evit lakaat anezhañ da emdreiñ. Dibar eo e gelennerezh dre ma vez nevezet ar broderezh hengounel gantañ ha ma vez lakaet da dalvezout evit tresoù a vremañ.
E Skol ar Broderezh Arz e vez kelennet d’an holl dud adalek 8 vloaz, pe e vefent deraouidi pe e vefent tud arroutet, meur a deknik eus ar broderezh e liv (ar Broderezh Glazik, pase krouvañ, point d'ombre,ha kement zo…) hag ar broderezh gwenn (jours anciens, richelieu, brodañ war dull, hag all hag all).
Kinnig a ra kentelioù reoliek bep sizhun, div wezh ar miz pe bep miz, eus miz Gwengolo da viz Mezheven, e kêrioù a bep seurt e Breizh : Kemper, Brest, an Oriant, Gwened, Roazhon, Naoned… Gant Pascal Jaouen e vez kaset stajoù en-dro ivez e Pariz, Lyon, Orleañs…
Skol ar Broderezh Arz - Pascal Jaouen
16, straed Uhel
29000 Kemper
Pgz : 02 98 95 23 66 - contact@ecoledebroderie.com
http://www.pascaljaouen.com