Pol kenwerzh pennañ Kerne eo Kemper. Giz, aveiñ an dud, arzoù tiegiñ, aveiñ an ti, traoù sevenadurel ha dudi, boued… pinvidik eo ar c’hinnig klok. 800 ti-kenwerzh zo e kreiz-kêr hepken.
A-holl-viskoazh ez eus bet marc’hadoù a-leizh e Kemper : an avaloù-douar war blasenn Sant-Maho, al laezh war blasenn Medard, ar bleunioù war blasenn Maubert, al laezh hag an amann war blasenn an Amann Kozh.
Hiziv an deiz ez eus pevar marc’had e Kemper : Koc’hu Sant-Frañsez, ar Marc’had Bras, Marc’had ar Bradenn ha marc’had biologel Kerfeunteun.
Plijout a raio al lec’hioù-se deoc’h, pe e vefe gwerzhet boued enno pe ne vefe ket, pe e vefent marc’hadoù annezet pe ne vefent ket, gant an aergelc’h leun a virvilh a vez lakaet enno gant ar werzherien.
Digoret e oa bet e 1847 e-lec’h ma oa kouent kozh Sant-Frañsez. Ar marc’had brudetañ eo hag e-kreiz-kêr emañ.
Dre ma’z eo ar marc’hallac’h toet nemetañ ez eur deuet a-benn da hoalañ ar pratikoù dre ginnig dezho produioù a bep seurt hag a feson.
Eus ar 1añ a viz Ebrel d’an 31 a viz Here
Da Lun eus 7e00 da 19e30
Da Veurzh, da Verc’her, da Yaou eus 5e30 da 20e00
Da Wener eus 5e00 da 20e00
Da Sadorn eus 4e30 da 20e00
Da Sul eus 7e00 da 13e00
Eus ar 1añ a viz Du d’an 31 a viz Meurzh
Da Lun 7e30 da 19e30
Da Veurzh, da Verc’her, da Yaou eus 5e30 da 20e00
Da Wener eus 5e30 da 20e00
Da Sadorn eus 4e30 da 20e00
Da Sul eus 7e30 da 13e00
(Plasenn ar Stêr Deir, Kae Porzh ar Gwin, plasenn Douar an Dug ha straed Astor)
Marc’hadourien-red, gwerzhet ganto produioù n’int ket da zebriñ da gentañ-tout, en em vod da Verc’her ha da Sadorn en-dro d’ar C’hoc’hu.
Eurioù : eus ar 1añ a viz Ebrel d’an 30 a viz Gwengolo eus 7e da 19e.
eus ar 1añ a viz Here d’an 31 a viz Meurzh eus 7e da 18e.
Marc’had dindan an amzer ma teu ur c’hant marc’hadour bennak da nebeutañ d’en em staliañ bep Merc’her ha bep Sadorn en un endro glas a-hed ar Stêr Deir hag a ginnig boued ha produioù oberiet.
Un takad eo ma c’hall Kemperiz ober o frenadennoù trankil ha brav rak berzet eo monedone ar c’hirri ennañ.
Da Verc’her ha da Sadorn a-hed ar bloaz
Marc’had boued : eus 8 e 30 da 13 e 30 a-hed ar bloaz
Marc’had produioù oberiet : eus 8 e 30 da 19 e 00 eus ar 1añ a viz Ebrel d’an 30 a viz Gwengolo hag eus 8 e 30 da 18 e 00 eus ar 1añ a viz Here d’an 31 a viz Meurzh.
Bep Gwener enderv e vez karter Kerfeunteun o vevañ diouzh lusk ar marc’had biologel. War parklec’h Ti an Holl en em vod ar broduerien hag ar genwerzhourien-red da werzhañ o zraoù. Un emgav eo a ra berzh bras.
Plasenn Théophile Bonnemaison, Boulouard ar Vreudeur Maillet
Da Wener eus 15 e 00 da 19 e 00
En em staliañ a ra ar marc’had-se eno bep Sul vintin ha kinniget e vez boued ha dilhad evit plijadur vrasañ annezidi ar c’harter hag ar re all !
Plasenn Victor Schoelcher
da Sul eus 7 e 00 da 14 e 00